An AOTROU a zo tost d'an holl re a bed anezhañ, d'an holl re a bed anezhañ e gwirionez.
Sant Ian 4:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Doue a zo Spered, hag ret eo d’ar re a azeul anezhañ, e azeuliñ e spered hag e gwirionez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Doue a zo Spered, ha red eo d’ar re a ador anezhan, hen adori en Spered hag en gwirionez. |
An AOTROU a zo tost d'an holl re a bed anezhañ, d'an holl re a bed anezhañ e gwirionez.
An hini a ginnig ar veuleudi da aberzh a ro gloar din, ha d'an hini a daol evezh ouzh e hent, me a ziskouezo silvidigezh Doue.
Mar em befe soñjet ur fallentez bennak em c'halon, an Aotrou n'en dije ket va selaouet.
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c’houlenn ar seurt azeulerien-se.
Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.
Rak an Aotrou eo ar Spered, hag e-lec’h ma’z emañ Spered an Aotrou, eno emañ al librentez.
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.