Sant Ian 4:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na’m bo ken sec’hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar vaouez a lavaraz dezhan: Aotrou, ro d’in euz an dour‐ze, evit n’am bezo mui a zec’hed, ha na zeuin mui aman da denna dour. |
Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, va c’hlaskit n’eo ket abalamour m’hoc’h eus gwelet mirakloù met abalamour m’hoc’h eus debret bara ha m’hoc’h eus bet ho kwalc’h.
Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da’m c’havout n’en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n’en devo biken sec’hed.
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Rak ar re a vev hervez ar c’hig a laka o c’harantez e traoù ar c’hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c’harantez e traoù ar spered.
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c’houlennit fall, evit dic’hoantañ ho kwallyouloù.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.