Setu aze kostezioù e hentoù, ha pegen bihan eo al lodenn a anavezomp! Piv a c'hello kompren kurun e c'halloud?
Sant Ian 21:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kalz a draoù all c’hoazh a zo bet graet gant Jezuz ha, ma vefent skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c’hellfe ar bed e-unan kenderc’hel al levrioù a vefe skrivet. Amen. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bez’ ez euz c’hoas kalz a draou all great gant Jesus, ha ma vije scrivet pep hini anezhe, ne gav ket d’in e vije plas awalc’h er bed holl zo‐ken d’al levriou a halfe an den da scriva divarben an traou‐ze. Amen. |
Setu aze kostezioù e hentoù, ha pegen bihan eo al lodenn a anavezomp! Piv a c'hello kompren kurun e c'halloud?
Eürus an den a laka e fiziañs en AOTROU, ha na zistro ket da gavout ar re lorc'hus hag ar re en em ro d'ar gaou!
Va genoù a embanno bemdez da reizhder ha da zieubidigezhioù, rak n'anavezan ket an niver anezho.
A-hend-all, va mab, laka evezh ouzh an traoù-mañ: d'ober kalz a levrioù, n'eus ket a ziwezh, ha kement a studi n'eo nemet skuizhder evit ar c'horf.
Neuze Amazia aberzhour Betel a gasas da lavarout da Jeroboam roue Israel: Amoz en em sav en da enep e-kreiz ti Israel; ar vro ne c'hell ket gouzañv e holl gomzoù.
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Me a lavar deoc’h c’hoazh, aesoc’h eo d’ur c’hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d’un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
Ar re o doa gwelet kement-se a lavaras dezho ar pezh a oa c’hoarvezet gant an hini a oa dalc’het gant an diaouled, ha gant ar moc’h.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
Diskouezet em eus deoc’h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc’h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.
Ha petra a lavarin c’hoazh? Rak an amzer a vankfe din evit komz eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, Samuel, ar brofeded,