ur mare evit gouelañ hag ur mare evit c'hoarzhin, ur mare evit hirvoudiñ hag ur mare evit tripal,
Sant Ian 20:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma o deus douget kuit va Aotrou ha n’ouzon ket pelec’h o deus e lakaet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an elez a lavaraz dezhe: Greg, perag e welez‐te? Hi a lavaraz dezhe: Abalamour ma ho deuz douget kuit va Aotrou, ha na ouzon ket pe leac’h ho deuz lakeet anezhan. |
ur mare evit gouelañ hag ur mare evit c'hoarzhin, ur mare evit hirvoudiñ hag ur mare evit tripal,
Evel-henn e komz an AOTROU: Harz ouzh da vouezh a ouelañ, hag ouzh da zaoulagad a skuilhañ daeroù, rak ur gopr a vo evit da labour, eme an AOTROU. Distreiñ a raint eus bro an enebour.
Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c’homzoù-se a lavarit etrezoc’h en ur vont en hent, ha perak oc’h ken trist?
Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c’hichen an diskibl a gare, a lavaras d’e vamm: Gwreg, setu da vab.
Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec’h eus e gaset kuit, lavar din pelec’h ec’h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ.
Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n’ouzomp ket pelec’h o deus e lakaet.
Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.
Hag Elkana he gwaz a lavare dezhi: Anna, perak e ouelez? Perak ne zebrez ket? Perak eo trist da galon? Ha n'on ket gwelloc'h evidout eget dek mab?