Gwallgaset eo bet, dismegañset eo bet, n'en deus ket digoret e c'henoù, kaset eo bet d'al lazherezh evel un oan, evel un dañvadez o chom mut dirak he zouzerien, n'en deus ket digoret e c'henoù.
Sant Ian 19:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec’h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mond a reaz eta adare er pretouar, hag e lavaraz da Jesus: A be leac’h oud‐de? Mes Jesus na roaz respont e‐bed dezhan. |
Gwallgaset eo bet, dismegañset eo bet, n'en deus ket digoret e c'henoù, kaset eo bet d'al lazherezh evel un oan, evel un dañvadez o chom mut dirak he zouzerien, n'en deus ket digoret e c'henoù.
Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.
Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi hag a zastumas en-dro dezhañ an holl strollad.
Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.
Neuze Pilat a zistroas d’ar pretordi, a c’halvas Jezuz hag a lavaras dezhañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien?
Jezuz a respontas dezhañ: Ac’hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoù all o deus henn lavaret dit?
Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.
Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? Ha n’ouzout ket em eus ar galloud da groazstagañ ac’hanout hag ar galloud da’z leuskel da vont?
Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac’hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec’h on deuet ha pelec’h ez an. Met c’hwi, n’ouzoc’h ket a-belec’h e teuan na pelec’h ez an.
hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc’h a silvidigezh. Ha kement-se eo a-berzh Doue,
Ar wreg a yeas da gomz ouzh he gwaz o lavarout: Un den a Zoue a zo deuet da'm c'havout, e neuz a oa evel neuz un ael a-berzh Doue, spouronus-meurbet. Ne'm eus ket goulennet digantañ a-belec'h e oa, ha n'en deus ket roet din da c'houzout e anv,