Bez' on evel an dour a red, va holl eskern a zo diframmet, va c'halon a zo evel koar, o teuziñ e-kreiz ac'hanon.
Sant Ian 19:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lakaad a rejont eta Jesus eno, abalamour da breparation ar Judevien, hag ive dre ma oa tost ar bez. |
Bez' on evel an dour a red, va holl eskern a zo diframmet, va c'halon a zo evel koar, o teuziñ e-kreiz ac'hanon.
Lakaet eo bet e vez gant ar re zrouk, hag en e varv emañ gant ar binvidien, eñ ha n'en deus graet netra taer, ha n'eus ket bet kavet touellerezh en e c'henoù.
Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c’hwec’hvet eur. Lavarout a reas d’ar Yuzevien: Setu ho roue.
Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec’h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; hag e oa skrivet en hebraeg, e gresianeg hag e latin.
Gant aon na chomfe ar c’horfoù war ar groaz e-pad ar sabad, rak kempennadur ar Pask e oa hag ar sabad-se a oa un deiz bras, ar Yuzevien a c’houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar dezho ha ma vijent tennet ac’hane.
Bez’ e oa ul liorzh el lec’h ma oa bet kroazstaget hag el liorzh ur bez nevez, e-lec’h ne oa bet c’hoazh lakaet den.
Pa voe peurc’hraet kement a zo bet skrivet diwar e benn, e voe dilamet a-ziwar ar c’hoad ha lakaet en ur bez.
o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc’h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.