Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 19:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Lakaad a rejont eta Jesus eno, abalamour da breparation ar Judevien, hag ive dre ma oa tost ar bez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 19:42
10 Referencias Cruzadas  

Rag evel ma oe Jonas tri devez ha teir nosvez e kov ar pesk braz, evel‐se e vezo Mab an den tri devez ha teir nosvez e calon an douar.


(Hogen, deiz preparation ar Pask e oa, ha var‐dro ar c’houec’hved heur); hag hen a lavaraz d’ar Judevien: Setu aze ho roue.


Kalz eta euz ar Judevien a lennaz ar scridze, rag al leac’h en pehini e oa crucifiet Jesus a oa tost da gear; hag e oa scrivet en hebrach, en gregach hag en latin.


Hogen, ar Judevien, evit na choumje ket ar c’horfou var ar groaz e‐pad deiz ar sabbat (rag devez ar breparation e oa, hag ar sabbat‐se a oa eun devez braz meurbed), a c’houlennaz digant Pilat ma vije torret dezhe ho diou‐esker, ha ma vijent lammet ac’hane.


Hogen, el leac’h ma oa bet crucifiet e oa eur jardin, hag ebarz ar jardin‐ze e oa eur bez nevez, en pehini ne oa bet c’hoaz lakeat den e‐bed.


Neuze, goude m’ho doe accomplisset kement a zo bet scrivet divar he ben, e lamjont anezhan euz ar groaz, hag hen lekejont en eur bez.


ha penaos eo bet sebeliet, hag ez eo resussitet an trede deiz, hervez ar Scrituriou;


o veza bet sebeliet assambles ganthan er vadiziant; enhan ive ez oc’h resussitet, drear feiz en galloud Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos