Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 20:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 An deiz kenta euz ar sizun, Mari Madalen a zeuaz etrezeg ar bez beure mad, pa oa c’hoas teval; hag e velaz ar mean lammet kuit divar ar bez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d’ar bez, pa oa c’hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 20:1
19 Referencias Cruzadas  

en ho zouez e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam Jakes ha Joses, ha mam mibien Zebede.


hag e lekeaz anezhan en eur bez nevez hen doa great toulla er roc’h evithan he‐unan; ha goude beza ruliet eur mean braz ouz dor ar bez, ez eaz kuit.


Gourc’hemen eta ma vezo diwallet‐mad ar bez beteg an trede deiz, gant aoun na zeufe he ziskibien en noz da laerez anezhan, ha na lavarfent d’ar bobl: Savet eo a‐douez ar re varo. An dromplerez diveza‐man a vez gwassoc’h eget ar c’henta.


Mond a rejont eta kuit, hag e lekejont sur ar bez, en eur siella ar mean, hag o lakaad gwarded en dro dezhan.


Pa oe tremenet ar sabbat, da c’houlou deiz an devez kenta euz ar sizun, e teuaz Mari Magdalen hag ar Vari all evit gwelet ar bez.


Ha setu eur c’hrennamant douar braz a oa bet, rag eun eal a‐berz an Aotrou a oa diskennet euz an env, hag o tostaad, hen doa ruliet kuit ar mean a‐zirag an nor hag azezet varnezhan.


Ha Josef, o veza prenet eul linsel, a ziskennaz anezhan euz ar groaz, a lekeaz al linsel en‐dro dezhan, hag a lekeaz anezhan en eur bez a oa bet kleuzet er roc’h; hag e rulliaz eur mean ouz dor ar bez.


Hogen Jesus, o veza resussitet diouz ar mintin, ar c’henta deiz euz ar sizun, en em ziskouezaz da genta da Vari Magdalen, euz a behini hen doa kasset kuit seiz drouk‐spered.


Neuze Jesus, o veza adare troublet enhan he‐unan, a zeuaz d’ar bez; ar bez a oa eur c’hao, ha lakeat e oa bet eur mean varnezhan.


Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, a lavaraz: Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet.


Hogen, mam Jesus, ha c’hoar he vam, Mari, greg Cleopas, ha Mari Madalen, en em dalc’he en kichen croaz Jesus.


Eiz deiz goude, he ziskibien a oa adare en ti, ha Thomas a oa ganthe. Jesus a zeuaz, an norojou o veza serret, hag en em zalc’haz en ho c’hreiz hag a lavaraz: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h!


D’an deiz kenta euz ar sizun, pa oa an diskibien dastumet evit terri ar bara, Paol, pehini a dlie mond kuit an deiz varlerc’h, a brezege dezhe, hag ec’h astennaz he brezegen beteg hanter‐noz.


D’an deiz kenta euz a bep sizun, ra lako pep hini ac’hanoc’h a‐gostez en he di eun dra‐benag, o tastum ar pez a hello, hervez he c’hounidegez, evit na vezo ket ar gest da ober, pa erruin.


Ravisset e oenn a spered da zeiz an Aotrou, hag e kleviz adre d’in eur vouez vraz, evel hini eun drompil,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos