Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 20:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Diredec a reaz eta da gavout Simon Per hag an diskibl all a oa karet gant Jesus; hag e lavaraz dezhe: Tennet ho deuz an Aotrou euz ar bez, hag hen douget kuit ha ne ouzomp ket e pe leac’h ho deuz lakeat anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n’ouzomp ket pelec’h o deus e lakaet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 20:2
9 Referencias Cruzadas  

Hogen, unan anezhe, an hini a oa karet gant Jesus, a oa ouz taol, harp ouz calen Jesus.


Jesus eta, o velet he vam hag en he c’hichen an diskibl karet ganthan, a lavaraz d’he vam: Greg, setu aze da vab.


Hag an elez a lavaraz dezhe: Greg, perag e welez‐te? Hi a lavaraz dezhe: Abalamour ma ho deuz douget kuit va Aotrou, ha na ouzon ket pe leac’h ho deuz lakeet anezhan.


Jesus a lavaraz dezhi: Greg, perag e welez‐te? Piou a glaskez? Hi, o credi e oa hennes ar jardiner, a lavaraz dezhan: Aotrou, mar d’eo te ec’h euz hen douget kuit, lavar d’in pe leac’h ec’h euz hen lakeat, hag e kemerin anezhan.


Rag n’ho doa ket c’hoas comprenet ar Scritur a lavar e ranke Jesus resussita a‐douez ar re varo.


Ha Per, o veza distroet, a velaz o tond var he lerc’h an diskibl a oa karet gant Jesus, an hini a oa harpet var galon Jesus, e‐pad ar goan, hag hen doa lavaret dezhan: Aotrou, piou eo an hini a drahis ac’hanoud?


He‐man eo an diskibl‐ze pehini a ro testeni divarben an traou‐man, hag hen deuz ho scrivet; ha gouzoud a reomp penaos he desteni a zo gwirion.


Rag‐se an diskibl a oa karet gant Jesus, a lavaraz da Ber: An Aotrou eo! Pa glevaz Simon Per e oa hennes an Aotrou, e lekeaz he zae var‐c’horre (rag en noaz e oa), hag en em daolaz er mor.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos