Setu, e lakaet em eus da vezañ un test evit ar pobloù, ur rener hag ur mestr evit ar pobloù.
Sant Ian 18:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez. |
Setu, e lakaet em eus da vezañ un test evit ar pobloù, ur rener hag ur mestr evit ar pobloù.
Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
Jezuz a voe kaset dirak ar gouarnour. Ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Te en lavar.
Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Emaon. Ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou d’ar galloud hag o tont war goabr an neñv.
Pilat a c’houlennas outañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
Lavarout a rejont holl: Te eo eta Mab Doue? Hag e respontas dezho: C’hwi henn lavar, rak bez’ ez on.
Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Eñ a respontas dezhañ: Te en lavar.
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec’h anavezo hag eo va c’helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac’hanon va-unan.
Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac’hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec’h on deuet ha pelec’h ez an. Met c’hwi, n’ouzoc’h ket a-belec’h e teuan na pelec’h ez an.
Piv ac’hanoc’h a gendrec’ho ac’hanon a bec’hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac’hanon?
An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n’oc’h ket eus Doue.
Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,
O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,
N’em eus ket skrivet deoc’h dre ma n’anavezit ket ar wirionez, met abalamour ma’c’h anavezit anezhi ha ma ne zeu gaou ebet eus ar wirionez.
Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.
E kement-se eo ec’h ouzomp penaos omp er wirionez, ha penaos e sederaimp hor c’halonoù dirazañ,
Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac’hanomp, an hini n’eo ket eus Doue ne selaou ket ac’hanomp. A gement-se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.
Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,
Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue: