Sant Ian 18:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted a-berzh ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant gouloù ha gant armoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Judas eta, o veza kemeret ar vanden soudarded hag ar serjanted euz a‐berz prinsed ar veleien hag ar Farizianed, a zeuaz di gant leternou, gant torchadou‐goulou ha gant armou. |
Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc’hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.
Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,
Neuze ar vandenn soudarded, ar c’habiten ha serjanted ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ
Ar servijerien hag ar serjanted a oa eno, o vezañ graet tan abalamour ma oa yen, a domme. Pêr a oa ganto hag a domme.
P’en doa lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur c’harvanad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d’ar beleg-meur?
Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc’h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.
Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ.
Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc’hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c’henoù David, diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz.