Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 19:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc’h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar serjanted anezhan, e crijont a‐bouez ho fen: Crucifi, crucifi anezhan! Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit anezhan hoc’h‐unan ha crucifiit anezhan; rag me na gavan crim e‐bed enhan.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 19:6
15 Referencias Cruzadas  

Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ aet e-barzh, ec’h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec’h echufe kement-se.


Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c’halver Krist? Holl a lavarjont dezhañ: Ra vo staget ouzh ar groaz!


Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.


Pilat a lavaras d’ar veleien vras ha d’ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.


Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted a-berzh ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant gouloù ha gant armoù.


Neuze Pilat a lavaras dezho: Kemerit eñ hoc’h-unan ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N’eo ket aotreet deomp lazhañ un den.


Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m’en doa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet ennañ.


Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N’hon eus roue all ebet nemet Kezar.


Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc’h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.


an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.


Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos