Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 19:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar serjanted anezhan, e crijont a‐bouez ho fen: Crucifi, crucifi anezhan! Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit anezhan hoc’h‐unan ha crucifiit anezhan; rag me na gavan crim e‐bed enhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc’h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 19:6
15 Referencias Cruzadas  

Ha Per a heuliaz anezhan a‐ziabell, bete lez ar beleg‐braz, hag, o veza eat ebarz, ec’h azezaz e‐touez ar zervicherien, evit gwelet ar fin.


Pilat a lavaraz dezhe: Petra a rin‐me eta euz a Jesus a c’halver Christ? Holl e leverjont dezhan: Ra vezo crucifiet.


Pa velaz Pilat penaos na c’houneze netra, mes e creske an trubuil, e kemeraz dour, hag e walc’haz he zaouarn dirag ar bobl, en eur lavaret: Me a zo net euz a voad an den just‐se; ouzoc’h‐c’houi e sell kement‐se.


Ha Pilat a lavaraz da brinsed ar veleien ha d’ar bobl: Ne gavan netra da damal en den‐man.


Judas eta, o veza kemeret ar vanden soudarded hag ar serjanted euz a‐berz prinsed ar veleien hag ar Farizianed, a zeuaz di gant leternou, gant torchadou‐goulou ha gant armou.


Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit‐hen hoc’h‐unan, ha barnit‐hen hervez ho lezen. Ar Judevien a lavaraz dezhan: N’eo ket permetet deomp lakaad eun den d’ar maro.


Pilat a lavaraz dezhan: Petra eo ar wirionez? Ha goude beza lavaret kement‐se, ez eaz er meaz adare da gavoud ar Judevien, hag e lavaraz dezhe: Ne gavan crim e‐bed en den‐ze.


Mes int a grie: Tenn, tenn anezhan euz hon touez, crucifi anezhan! Pilat a lavaraz dezhe: Ha crucifia a rin‐me ho roue? Prinsed ar veleien a respontaz: N’hon euz roue e‐bed nemed Cezar.


Pilat a ieaz adare er meaz, hag e lavaraz dezhe: Setu, hen digas a ran er meaz deoc’h, evit ma ouezot n’em euz kavet crim e‐bed enhan.


ar Jesus‐se, livret dre ar volontez ferm a Zoue hag hervez he anaoudegez euz ar pez a dlie c’hoarvezout, croget hoc’h euz enhan, ha goude beza hen staget ouz ar groaz dre zaouarn an dud fall, hoc’h euz lakeat anezhan d’ar maro.


Piou eo ar profet ha n’eo ket bet persecutet gant ho tadou? Lazet ho deuz ar re ho doa annonset donedigez ar Just‐se, pehini a zo bet livret breman ganeoc’h, hag euz a behini ez oc’h bet ar vuntrerien;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos