Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.
me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma’c’h anavezo ar bed ec’h eus va c’haset hag ec’h eus o c’haret evel ma ec’h eus va c’haret.
rak roet em eus dezho ar gerioù ac’h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ec’h eus va c’haset.
Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec’h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N’anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec’h ac’hanon, ec’h anavezfec’h ivez va Zad.
N’hoc’h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n’anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc’h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c’her.
Rak, o tremen hag o sellout ouzh an traoù a azeulit, em eus kavet zoken un aoter ma’z eo skrivet warni: D’un doue dizanav. An hini a azeulit hep e anavezout, hennezh eo an hini a gemennan deoc’h.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Rak evel ma n’en deus ket ar bed, dre ar furnez-se, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviñ ar gredourien dre follentez ar prezeg.
evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.