Abalamour da Sion ne davin ket, abalamour da Jeruzalem ne chomin ket peoc'h, betek ma en em ziskouezo e reizhder evel tarzh-an-deiz, hag e silvidigezh evel ul lamp enaouet.
Sant Ian 17:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag en em zantifia a ran va‐unan evithe, evit ma vezint ive santifiet dre ar wirionez. |
Abalamour da Sion ne davin ket, abalamour da Jeruzalem ne chomin ket peoc'h, betek ma en em ziskouezo e reizhder evel tarzh-an-deiz, hag e silvidigezh evel ul lamp enaouet.
A-raok ma em boa da stummet er c'hof, em boa da anavezet, a-raok ma oas deuet eus ar mammog, em boa da santelaet ha da lakaet da brofed evit ar broadoù.
perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:
Rak an holl draoù-se a zo evidoc’h, evit ma teuio ar c’hras-se, en ur greskiñ, da fonnañ ar pedennoù a drugarez eus kalz evit gloar Doue.
Mar em eus tennet gloar ac’hanoc’h dirazañ en un dra bennak, n’em eus ket bet mezh a-se, met evel ma hon eus lavaret an holl draoù gant gwirionez, ar pezh hon eus tennet gloar anezhañ dirak Tit a zo en em gavet gwir.
Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.
a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec’h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc’h eus klevet hag hoc’h eus anavezet gras Doue er wirionez.
Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.
a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.
A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?
Rak hag an hini a santela hag ar re a zo santelaet a zeu eus unan hepken. Abalamour da-se n’en deus ket mezh ouzh o gervel e vreudeur,
Rak mar deu gwad an tirvi hag ar bouc’hed ha ludu un annoar, skuilhet war ar re saotret, a santela anezho e-keñver glanded ar c’hig,
rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c’hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec’hed oc’h en em aberzhiñ e-unan.
Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.
Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c’hlana e-unan, evel ma’z eo glan e-unan.