Ha bremañ, Aotrou AOTROU, te a zo Doue ha da gomzoù a zo gwirion, ha prometet ec'h eus da'z servijer an eurvad-se.
Sant Ian 17:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Santela anezho en da wirionez, da c’her eo ar wirionez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Santifi anezhe dre da wirionez; da c’her eo ar wirionez. |
Ha bremañ, Aotrou AOTROU, te a zo Doue ha da gomzoù a zo gwirion, ha prometet ec'h eus da'z servijer an eurvad-se.
Penaos e lakaio an den yaouank e hent da vezañ glan? O teurel evezh outañ hervez da gomz.
En abeg da wask ar beorien, en abeg da glemm an ezhommeien: Bremañ, eme an AOTROU, me a savo, me a lakaio e surentez an hini a zo dismegañset.
Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.
Met bremañ e glaskit va lakaat d’ar marv, me, un den en deus lavaret deoc’h ar wirionez am eus desket digant Doue. Abraham n’en deus ket graet kement-se.
n’en deus graet diforc’h ebet etre ni hag int, o vezañ glanaet o c’halonoù dre ar feiz.
Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.
da vihanañ mar hoc’h eus selaouet anezhañ ha mar d-oc’h bet, hervez ar wirionez a zo e Jezuz, desket ennañ
Met e tleomp trugarekaat Doue dalc’hmat abalamour deoc’h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.
Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.