Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 4:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 da vihanañ mar hoc’h eus selaouet anezhañ ha mar d-oc’h bet, hervez ar wirionez a zo e Jezuz, desket ennañ

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 da vihana, mar hoc’h euz selaouet anezhan, ha mar d’oc’h bet, hervez ar wirionez a zo en Jesus,

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 4:21
20 Referencias Cruzadas  

Den galloudek, gouriz ouzh da gostez da gleze, da veurded ha da c'hloar!


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.


Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.


Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc’h.


ar Spered a wirionez na c’hell ket bezañ degemeret gant ar bed, dre ma ne wel ket anezhañ ha n’anavez ket anezhañ. Met c’hwi a anavez anezhañ, rak e chom ganeoc’h hag e vo ennoc’h.


Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.


Penaos eta e c’halvint an hini n’o deus ket kredet ennañ? Ha penaos e kredint en hini n’o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma ne vez den da brezeg?


Holl bromesaoù Doue a zo “ya” ennañ hag “Amen” ennañ, evit gloar Doue drezomp.


Dre wirionez Krist a zo ennon, ne vo ket lamet diganin al lec’h a c’hloar-se e broioù eus Akaia.


Ennañ emaoc’h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc’h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,


Deuet eo da brezeg ar peoc’h deoc’h-c’hwi a oa pell ha d’ar re a oa tost,


abalamour d’an esperañs a zo miret evidoc’h en neñvoù, hoc’h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,


a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec’h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc’h eus klevet hag hoc’h eus anavezet gras Doue er wirionez.


gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos