Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Sant Ian 16:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kement hen deuz va Zad, a zo d’in‐me; abalamour da ze eo em euz lavaret e kemero ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h. |
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,
An hini en deus va gourc’hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac’hanon. Hag an hini a gar ac’hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ.
ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.