Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 16:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Kement hen deuz va Zad, a zo d’in‐me; abalamour da ze eo em euz lavaret e kemero ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 16:15
12 Referencias Cruzadas  

Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na piou eo an Tad, nemed ar Mab, hag an hini ma plijo d’ar Mab hen rei dezhan da anaoud.


Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue,


An hini hen deuz va gourc’hemenou hag a vir anezhe, hennes eo a gar ac’hanoun; hag an hini a gar ac’hanoun a vezo karet gant va Zad, ha me a garo anezhan, hag en em roin da anaoud dezhan.


Ha kement a zo d’in a zo d’id, hag ar pez a zo d’id a zo d’in‐me, hag ez oun glorifiet enhe.


hervez ma ec’h euz roet dezhan galloud var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel da gement hini ec’h euz roet dezhan.


An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn.


Rag plijet eo bet da Zoue lakaad da choum enhan peb leunder;


en pehini ema dastumet an holl denzoriou euz ar furnez hag euz ar skiant.


Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos