La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 16:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit na vint ket deoc’h un abeg da gouezhañ.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit na viot ket scandalizet.

Ver Capítulo



Sant Ian 16:1
11 Referencias Cruzadas  

Eürus eo an neb na gavo ket a abeg da gouezhañ ennon.


met n’en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac’har pe an heskinerezh abalamour d’ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ.


Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan hag en e di e-unan.


Neuze meur a hini a gouezho, en em drubardo hag en em gasaio an eil egile.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc’h ha ma vo ho levenez peurleuniet.


Me am eus lavaret deoc’h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m’ho po soñj em eus o lavaret deoc’h. Ne’m eus ket lavaret anezho deoc’h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc’h.


Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c’hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ.


evit ma c’hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist,


ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket.