Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.
Sant Ian 15:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ma na vijen ket deuet, ha ma n’em bije ket komzet outhe, n’ho divije ket a bec’hed; mes breman n’ho deuz excus e‐bed evit ho fec’hed. |
Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.
mestr ar servijer-se a zeuio en deiz na c’hortoz ket hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar re zifeiz.
An hini na’m degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d’an deiz diwezhañ.
Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.
Jezuz a respontas dezhañ: Ne’z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec’h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec’hed brasoc’h.
Jezuz a lavaras dezho: Ma vefec’h dall, n’ho pefe ket a bec’hed. Met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp. Abalamour da gement-se ho pec’hed a chom.
Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c’hourc’hemenn bremañ d’an holl dud en holl lec’hioù kaout keuz,
E gwirionez, traoù diwelus Doue, e c’halloud peurbadus hag e zoueelezh, a weler ken sklaer ha gant an daoulagad abaoe krouidigezh ar bed, pa seller outo a-dreuz e oberoù, en hevelep doare ma n’o deus digarez ebet,
Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.
evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c’holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue.