Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 15:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Ma na vijen ket deuet, ha ma n’em bije ket komzet outhe, n’ho divije ket a bec’hed; mes breman n’ho deuz excus e‐bed evit ho fec’hed.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 15:22
17 Referencias Cruzadas  

mestr ar servicher‐ze a zeuio en deiz ne vezo ket en gortoz anezhan, ha d’an heur na ouezo ket, hag e tispartio anezhan, hag e roio dezhan he lod gant an dud infidel.


An hini am disprij ha na zigemer ket va c’homzou, hen deuz unan hag a varn anezhan; ar gomz em euz lavaret, honnes eo a varno anezhan en deiz diveza.


An hini hen deuz kaz ouzin, hen deuz kaz ive ouz va Zad.


Ma n’am bije ket great en ho zouez an oberou n’int bet great gant hini all e‐bed, n’ho divije ket a bec’hed; mes breman ho deuz gwelet anezhe, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive.


euz ar pec’hed, abalamour ne gredont ket enoun;


Jesus a respontaz dezhan: Te n’az pije galloud e‐bed var‐n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h; dre‐ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.


Jesus a lavaraz dezhe: Ma vijec’h dall, n’ho pije ket a bec’hed; mes c’houi a lavar breman: Ni a vel; hag abalamour da ze ho pec’hed a choum.


Mes Doue, o veza lezet an amzeriou a ignorans‐ze da dremen, a lavar breman d’an dud, ma teuint holl, en peb leac’h, d’en em gonvertissa;


Rag ar perfectionou invisibl a Zoue, he c’halloud eternel hag he zivinite, a veler ker sclear ha gant an daou‐lagad, abaoe ma’z eo bet crouet ar bed, pa zeller outhe dre he oberou, en hevelep doare ma’z int heb escuz;


Rag‐se, piou‐benag ez oud, O den, hag en em laka barner, n’euz escus e‐bed evidoud; rag en eur varn ar re‐all en em gondaonez da‐unan, pa’z eo gwir, te pehini a varn, a ra ive an traou a reont.


Hennes eta pehini a anavez ar mad ha n’hen gra ket, a zo eur pec’her.


evel tud libr, nann evit lakaad ho liberte da zervichoud evel eur voal da c’holo ar fallentez; mes evel servicherien da Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos