An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.
Sant Ian 14:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne gomzin ken kalz ganeoc’h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n’en deus netra ennon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na gomzin mui nemeur ganeoc’h, rag erru eo prins ar bed‐man; mes n’hen deuz netra enoun. |
An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.
Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n’hoc’h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc’h eur ha galloud an deñvalijenn.
Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc’h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.
evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.
hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.
Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.
Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.
Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,
Bugale vihan, c’hwi a zo eus Doue hag hoc’h eus trec’het anezho, abalamour an hini a zo ennoc’h a zo brasoc’h eget an hini a zo er bed.
Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.