Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Sant Ian 14:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Judaz, nann an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou, a-belec’h e teu ma en em ziskouezi deomp ha nann d’ar bed? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Judas, (n’e ket an Iscariot eo,) a lavaraz dezhan: Aotrou, a be leac’h e teu ma en em ziskouezi deomp‐ni, ha nann d’ar bed? |
Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c’hell un den bezañ ganet pa’z eo kozh? Hag e c’hell distreiñ un eil gwech e kof e vamm ha bezañ ganet?
Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne’c’h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec’h eta ez pefe an dour a vuhez-se?
Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c’hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c’hell e selaou?
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist: