Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.
Sant Ian 14:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne lezin ket ac’hanoc’h emzivaded, dont a rin d’ho kavout. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na lezin ket ac’hanoc’h emzivad; dond a ran d’ho kavout. |
Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.
Pa gerzhin zoken e traonienn skeud ar marv, ne'm bo aon rak droug ebet, rak te a zo ganin: da vazh ha da walenn eo am dic'hlac'har.
Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.
Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?
Asiria ne saveteo ket ac'hanomp, ne bignimp ken war gezeg, ne lavarimp ken da labour hon daouarn: Hon doueoù! Rak ennout eo e kav trugarez an emzivad.
Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec’h deoc’h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec’h m’emaon e viot c’hwi ivez.
C’hoazh un nebeud amzer ha ne’m gwelot mui, ha c’hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot, abalamour ma’z an da gavout an Tad.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,
rak, o vezañ bet temptet e-unan er pezh en deus gouzañvet, e c’hell sikour ar re a zo temptet.