Sant Ian 13:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, n’e ket hep‐ken va zreid, mes ive va daouarn ha va fen. |
Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?
Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.
Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc’het en deus ezhomm e vefe gwalc’het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da-benn. Ha c’hwi a zo glan, met n’oc’h ket holl.
Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc’hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc’han ket ac’hanout, ne’c’h eus ket lod ganin.
tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.
Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.