Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec’h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec’h ma’z an, ne c’hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc’h.
Sant Ian 13:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman: Na hellit ket dond el leac’h ma’z an. |
Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec’h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec’h ma’z an, ne c’hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc’h.
C’hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne’m gwelo ken, met c’hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.
Bez’ ez eus meur a chomlec’h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc’h. Mont a ran da gempenn ul lec’h deoc’h.
Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac’hanon ha ne’m c’havot ket, ha c’hwi ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z on?
Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc’h,
Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.
Bugale vihan, c’hwi a zo eus Doue hag hoc’h eus trec’het anezho, abalamour an hini a zo ennoc’h a zo brasoc’h eget an hini a zo er bed.