Sant Ian 13:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar gouzoc’h an traoù-se, ez oc’h eürus, gant ma sentot outo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar gouzoc’h an traou‐ze, ez oc’h eürus, gant m’ho lakeot en pratic. |
Muioc'h c'hoantek int eget an aour, eget aour fin e-leizh, dousoc'h int eget ar mel, eget an hini a zeu eus an terennoù.
Moizez a reas hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ; ober a reas evel-se.
Hag an AOTROU a lavaras din: Embann an holl gomzoù-se dre gêrioù Juda ha dre straedoù Jeruzalem, o lavarout: Selaouit komzoù an emglev-mañ ha grit hervezo.
Lakaat a rin va Spered en ho tiabarzh, hag e rin deoc'h kerzhout em reolennoù ha mirout va barnedigezhioù, evit ober diouto.
Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.
Rak n’eo ket ar re a selaou al lezenn a zo reizh dirak Doue, met ar re a vir al lezenn eo ar re a vo reishaet.
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.
Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc’het hep bezañ ur selaouer ankounac’haus met o vezañ un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet.
Eürus ar re a vir e c’hourc’hemennoù, evit m’o devo lod er wezenn a vuhez hag e c’hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù.