Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.
Sant Ian 13:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak roet em eus deoc’h ur skouer, evit ma reot evel ma em eus graet deoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag roet em euz deoc’h eur skouer, evit ma reot evel ma em euz great deoc’h. |
Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.
Ra roio deoc’h an Doue a basianted hag a frealz da gaout an hevelep santadoù etrezoc’h hervez skouer Jezuz-Krist,
kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.
Da gement-se eo ez oc’h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc’h, o lezel deoc’h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc’h,
nann evel pa vijec’h mestr war ar re a zo fiziet ennoc’h met o vezañ skouer vat an tropell.