Sant Ian 12:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c’haset, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, Jesus a griaz hag a lavaraz: An hini a gred enoun, n’e ket enoun eo e cred, mes en hini hen deuz va digasset. |
An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c’haset.
Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac’hanon, ha piv bennak a zegemer ac’hanon, n’eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c’haset.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.
Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias: C’hwi a anavez ac’hanon hag a oar a-belec’h ez on. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met an hini en deus va c’haset a zo gwirion ha n’anavezit ket anezhañ.
drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.