Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?
Sant Ian 12:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar vandenn a oa gantañ p’en doa galvet Lazar eus ar bez ha p’en doa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar bobl a oa ganthan pa hen doa galvet Lazar euz ar bez, ha pa hen doa resussitet anezhan a‐douez ar re varo, a rente testeni dezhan. |
Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?
Yann a roas an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm hag o chom warnañ.
Ar Yuzevien a oa gant Mari en ti ouzh he frealziñ, pa weljont e oa savet ken buan hag e oa aet er-maez, a heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d’ar bez.
Gouzout a ran e selaouez ac’hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d’ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec’h eus va degaset.
Ur vandenn vras a Yuzevien o vezañ gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa adsavet a-douez ar re varv.
An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.
An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.
adalek badeziant Yann betek an deiz ma’z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezañ test ganeomp eus e adsavidigezh a varv.
Ha ni a zo testoù dezhañ eus an traoù-mañ, kenkoulz hag ar Spered-Santel en deus Doue roet d’ar re a sent outañ.