Daou vloaz goude, e c'hoarvezas m'en doa Absalom an douzerien e Baal-Hazor, e-kichen Efraim. Hag Absalom a bedas holl vibien ar roue.
Sant Ian 11:54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz n’en em ziskouezas mui dirak an holl e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac’hane en ur vro tost d’al lec’h distro, d’ur gêr galvet Efraim. Hag e chomas eno gant e ziskibien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se Jesus n’en em ziskoueze mui dirag an holl e‐touez ar Judevien, mes mond a reaz ac’hane da eur vro tost d’an dezert, da eur gear galvet Ephraïm; hag e choumaz eno gant he ziskibien. |
Daou vloaz goude, e c'hoarvezas m'en doa Absalom an douzerien e Baal-Hazor, e-kichen Efraim. Hag Absalom a bedas holl vibien ar roue.
Abija a redas war-lerc'h Jeroboam, hag e tapas digantañ kêrioù: Betel hag he c'hêrioù tro-dro, Jeshana hag he c'hêrioù tro-dro, Efron hag he c'hêrioù tro-dro.
Mont a reas a-nevez en tu all d’ar Jordan, e-lec’h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno.
Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d’an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec’h m’en em zastum ar Yuzevien, ha ne’m eus lavaret netra e-kuzh.
Goude-se, Jezuz a valeas dre C’halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
Ha pa voe aet e vreudeur d’ar gouel, ez eas ivez, nann a-wel d’an holl, met evel e-kuzh.
rak den ne ra netra e-kuzh pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d’ar bed.