Absalom a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Setu, emañ an douzerien gant da servijer, da bediñ a ran, ra zeuio ar roue gant e servijerien da di da servijer.
Lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, an aberzhour Abiatar, ha Joab penn an arme, met n'en deus ket pedet Salomon da servijer.
Rak diskennet eo hiziv, lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, pennoù an arme, hag an aberzhour Abiatar. Ha setu, emaint e tebriñ hag oc'h evañ dirazañ, hag e lavaront: Ra vevo ar roue Adonija!
Adonija a lazhas deñved, ejened ha leueoù lart e-kichen maen Zoheled a oa war-zu En-Rogel, hag e pedas e holl vreudeur mibien ar roue, hag holl dud Juda servijerien ar roue.
Sevel a reas ivez tourioù er gouelec'h, hag e kleuzias puñsoù niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez, ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioù ha war ar C'harmel, rak karout a rae al labour-douar.
E Maon e oa un den o kaout madoù e Karmel. Hag an den-mañ a oa pinvidik-meurbet, tri mil dañvad ha mil gavr a oa dezhañ. Hag e oa e Karmel evit touzañ e zeñved.
Abigail a zistroas da gavout Nabal, ha setu e rae ur fest en e di, evel fest ur roue. Kalon Nabal a oa laouen ennañ, hag e oa mezv-kenañ. Hi ne lavaras dezhañ an disterañ tra betek an deiz warlerc'h.
Ha bremañ em eus klevet e oa an douzerien du-se. Da vêsaerien a zo bet ganeomp, n'o deus bet kudenn ebet ganeomp, ha netra eus ar pezh a oa dezho n'eo bet kollet e-pad an holl amzer ma'z int bet e Karmel.