Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 13:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Absalom ne gomze na fall na mat ouzh Amnon, met Absalom a gasae Amnon dre m'en doa gwallet Tamar e c'hoar.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 13:22
19 Referencias Cruzadas  

Laban ha Betuel a respontas hag a lavaras: An dra a zeu a-berzh an AOTROU, ne c'hellomp lavarout dit na fall na mad.


Met Doue a zeuas da gavout Laban an Aramean en un huñvre en noz hag a lavaras: Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall!


Me am eus em daouarn ar galloud d'ober droug deoc'h, met Doue ho tad en deus lavaret din en noz tremenet: Diwall da lavarout netra da Jakob, mat pe fall!


Ar roue David a ouezas an holl draoù-mañ, hag e fuloras meurbet.


An hini a guzh ar gasoni en deus muzelloù touellus, hag an hini a skuilh an drouklavar a zo diboell.


Breuta da gaoz a-enep da nesañ, met na zisklêr ket ar sekred da unan all,


An hini en deus kasoni a guzh en ur gomz, met en e ziabarzh e tastum touellerezh,


An hini a guzh e gasoni gant an touell, a vo dizoloet dirak ar vodadeg.


Na hast ket en em nec'hiñ ez spered, rak an desped a chom e bruched ar re ziskiant.


Mar en deus pec’het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan. Mar selaou ac’hanout, ez po gounezet da vreur.


Mar en em lakait e fulor, na bec’hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor


Ra vo pep c’hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez.


Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec’h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.


An hini a lavar emañ er sklêrijenn, hag a gasa e vreur, a zo c’hoazh bremañ en deñvalijenn.


E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n’eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.


ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.


Piv bennak a gasa e vreur a zo ur muntrer, ha gouzout a rit penaos muntrer ebet n’en deus ar vuhez peurbadus o chom ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos