Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 13:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Ar roue David a ouezas an holl draoù-mañ, hag e fuloras meurbet.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 13:21
10 Referencias Cruzadas  

Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mañ a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober.


E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab.


Ha bremañ ar c'hleze ne bellaio biken diouzh da di, dre ma ec'h eus disprizet ac'hanon, ha ma ec'h eus kemeret gwreg Uri an Hitit evit ma vefe da wreg.


Neuze fulor David en em danas a-enep an den-se. Hag e lavaras da Natan: An AOTROU a zo bev! An den en deus graet kement-se a zo din a varv.


He breur Absalom a lavaras dezhi: Daoust hag edo ganit Amnon da vreur? Bremañ va c'hoar, ro peoc'h, da vreur eo. Na garg ket da galon gant kement-mañ. Evel-se e chomas Tamar glac'haret e ti Absalom he breur.


Absalom ne gomze na fall na mat ouzh Amnon, met Absalom a gasae Amnon dre m'en doa gwallet Tamar e c'hoar.


Bep mintin e tistrujin holl dud fall ar vro, evit tennañ kuit eus kêr an AOTROU an holl vicherourien a zireizhder.


Perak hoc'h eus pellaet gant taolioù-treid va aberzh ha va donezon am eus gourc'hemennet d'ober em chomlec'h? Hag ec'h eus enoret da vibien muioc'h egedon, evit en em lardañ gant ar gwellañ eus donezonoù Israel va fobl?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos