Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
Sant Ian 11:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gouzout a ran e selaouez ac’hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d’ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec’h eus va degaset. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Gouzoud a ren e selaouez atao ac’hanoun, mes kement‐man em euz lavaret abalamour d’ar bobl a zo en‐dro d’in, evit ma credint ec’h euz va digasset. |
Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
Met anavezout a ran penaos bremañ c’hoazh, kement holl a c’houlenni digant Doue, Doue en roio dit.
Ar Yuzevien a oa gant Mari en ti ouzh he frealziñ, pa weljont e oa savet ken buan hag e oa aet er-maez, a heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d’ar bez.
Ar vandenn a oa gantañ p’en doa galvet Lazar eus ar bez ha p’en doa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ.
evit ma vint holl unan, evel ma’z out ennon, Tad, hag evel ma’z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec’h eus va c’haset.
Tad gwirion, ar bed n’en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec’h eus va c’haset.
rak roet em eus dezho ar gerioù ac’h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ec’h eus va c’haset.
met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.
Rak Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwirion, rak n’on ket va-unan, met ganin emañ an Tad en deus va c’haset.
An hini en deus va c’haset a zo ganin. An Tad n’en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec’h ac’hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N’on ket deuet ac’hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c’haset.
Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,
Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,
Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.
Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.