Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 11:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Gouzoud a ren e selaouez atao ac’hanoun, mes kement‐man em euz lavaret abalamour d’ar bobl a zo en‐dro d’in, evit ma credint ec’h euz va digasset.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Gouzout a ran e selaouez ac’hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d’ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec’h eus va degaset.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 11:42
27 Referencias Cruzadas  

Ha sonjal a rez‐te na helfen‐me ket breman pedi va Zad, hag e tigasfe d’in rag‐tal ouzpen daouzec lejion a elez?


mes gouzoud a ran penaos, breman memeus, kement tra a c’houlenni digant Doue, Doue hen roio d’id.


Neuze ar Judevien a oa gant Mari en ti, hag a gonsole anezhi, pa veljont e oa savet ker buhan, hag eat er meaz, a ieaz var he lerc’h en eur lavaret: Mond a ra d’ar bez da wela eno.


Goude beza lavaret kement‐se, e criaz a vouez huel: Lazar, deuz er meaz!


rag kalz euz ar Judevien a iea, abalamour dezhan, hag a grede en Jesus.


Hag ar bobl a oa ganthan pa hen doa galvet Lazar euz ar bez, ha pa hen doa resussitet anezhan a‐douez ar re varo, a rente testeni dezhan.


evit ma vezint holl unan, evel ma’z oud enoun, o va Zad, hag evel ma’z oun enoud; evit ma vezint ive unan enomp‐ni; evit ma credo ar bed eo te ec’h euz digasset ac’hanoun.


Tad just, ar bed n’hen deuz ket anavezet ac’hanoud; mes me, em euz da anavezet, hag ar re‐man ho deuz anavezet eo te ec’h euz va digasset.


Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.


Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.


Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan.


Ha mar barnan, va barnedigez a zo dign da veza credet; rag me n’emoun ket va‐unan, rag ganen ema an Tad hen deuz va digasset.


An hini hen deuz va digasset a zo ganen. Hag an Tad n’hen deuz ket va lezet va‐unan, rag ober a ran bepred ar pez a blij dezhan.


Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset.


Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet di‐c’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great: o tigas he Vab he‐unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig;


Mes, pa’z eo deuet an amzer merket, Doue hen deuz digasset he Vab, ganet euz a eur vreg, ganet dindan al lezen,


Hennes eo an hini pehini, e‐pad an deiziou euz he vuez er c’hig, o veza offret gant scrij ha gant daelou, pedennou ha supplicationou d’an hini a helle hen sauvetaad euz ar maro, hag o veza bet delivret abalamour m’hen doa doujans evithan,


Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.


Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos