Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 11:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, a lavaraz: Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Lemel a rejont eta ar maen eus al lec’h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec’h eus va selaouet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 11:41
14 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze Jesus a lavaraz: Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan.


Ia, o Tad, rag evel‐se eo bet kavet mad ganez.


hag e lekeaz anezhan en eur bez nevez hen doa great toulla er roc’h evithan he‐unan; ha goude beza ruliet eur mean braz ouz dor ar bez, ez eaz kuit.


Ha Josef, o veza prenet eul linsel, a ziskennaz anezhan euz ar groaz, a lekeaz al linsel en‐dro dezhan, hag a lekeaz anezhan en eur bez a oa bet kleuzet er roc’h; hag e rulliaz eur mean ouz dor ar bez.


En heur‐ze, Jesus a dridaz gant ar joa en he spered hag a lavaraz: Da veuli a ran, o Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag an dud a skiant, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugaligou! Ia, o Tad, c’hoarvezet eo bet kement‐se, dre ma ec’h euz hen kavet mad!


Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a‐ziabell, na grede ket zo‐ken sevel he zaou‐lagad var‐zu an env; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret: O Doue, kemer truez ouzin‐me rag n’ed oun nemed eur pec’her!


Hag e kavjont e oa bet lammet kuit ar mean a oa o c’holo ar bez.


mes gouzoud a ran penaos, breman memeus, kement tra a c’houlenni digant Doue, Doue hen roio d’id.


Jesus a lavaraz an traou‐ze; ha neuze, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e lavaraz: Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud;


An deiz kenta euz ar sizun, Mari Madalen a zeuaz etrezeg ar bez beure mad, pa oa c’hoas teval; hag e velaz ar mean lammet kuit divar ar bez.


Mes he man, leun euz ar Spered‐Santel, hag o sellet stard var‐zu an env, a velaz gloar Doue, ha Jesus en he za en tu deo da Zoue;


Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, hag ar peoc’h a Zoue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos