Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 11:43 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 Goude beza lavaret kement‐se, e criaz a vouez huel: Lazar, deuz er meaz!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Goude bezañ lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 11:43
12 Referencias Cruzadas  

Hag int spouronet‐holl a lavare an eil d’egile: Piou eta eo he‐man, pa rank zo‐ken an avel hag ar mor senti outhan?


Gouzoud a ren e selaouez atao ac’hanoun, mes kement‐man em euz lavaret abalamour d’ar bobl a zo en‐dro d’in, evit ma credint ec’h euz va digasset.


Hag an hini maro a zeuaz er meaz, he dreid hag he zaouarn ereet gant liammou‐lien, hag he vizach paket gant eul lien. Jesus a lavaraz dezhe: Dizereit anezhan, ha lezit‐han da vond.


C’houec’h devez araog ar Pask, Jesus a zeuaz da Vethani, el leac’h ma oa Lazar pehini a oa bet maro, hag a oa bet resussitet ganthan.


Neuze eur foul braz a Judevien, o veza gouezet e oa Jesus eno, a zeuaz di, n’e ket hep‐ken abalamour da Jesus, mes ive evit gwelet Lazar, a oa bet resussitet ganthan a‐douez ar re varo.


Mes Per, o velet kement‐se, a lavaraz d’ar bobl: Tud a Israel, perag oc’h‐hu souezet euz a gement‐man? pe perag ema ho taou‐lagad batet varnomp‐ni, evel pa vez dre hon galloud hon‐unan, pe dre hor zantelez hor bije roet da he‐man ar bale?


Neuze Per a lavaraz dezhan: Me n’em euz nag arc’hant nag aour; mes ar pez em euz, a roan d’id; en hano Jesus a Nazaret, sav ha bale.


Ha Per a lavaraz dezhan: Eneas, Jesus, ar C’hrist, a iac’ha ac’hanoud; sav, ha gra da vele. Ha rag‐tal e savaz.


Ha Per, o veza kasset anezhe holl er meaz, a ieaz var he zaoulin hag a bedaz; neuze o trei varzu ar c’horf, e lavaraz: Tabitha, sav. Hag hi a zigoraz he daou‐lagad, hag o veza gwelet Per, e savaz en he c’houaze.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos