Kanaouenn ar "Maalod". Sevel a ran va daoulagad etrezek ennout, te hag a zo o chom en neñvoù.
Sant Ian 11:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lemel a rejont eta ar maen eus al lec’h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec’h eus va selaouet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, a lavaraz: Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet. |
Kanaouenn ar "Maalod". Sevel a ran va daoulagad etrezek ennout, te hag a zo o chom en neñvoù.
En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!
hag a lakaas anezhañ en e vez nevez, en doa toullet er roc’h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.
O vezañ prenet ul lienenn, en diskennas, e lakaas al lienenn-se en-dro dezhañ hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc’h. Neuze e ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.
En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec’h eus o disklêriet d’ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec’h eus e gavet mat.
Ar publikan, oc’h en em zerc’hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d’an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec’her!
Met anavezout a ran penaos bremañ c’hoazh, kement holl a c’houlenni digant Doue, Doue en roio dit.
Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da’z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,
An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d’ar bez, pa oa c’hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.
Met, leun eus ar Spered-Santel hag e zaoulagad savet war-zu an neñv, e welas gloar Doue ha Jezuz en e sav a-zehou da Zoue,
Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,