ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur.
Sant Ian 11:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Var‐ze ar Judevien a lavare: Gwelit pegement e karie anezhan. |
ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur.
Ar c’hoarezed eta a gasas da lavarout dezhañ: Aotrou, setu, an hini a garez a zo klañv.
kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.
Ezhec’h, karit ho kwragez evel m’en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.
hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad