Sant Ian 11:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec’h adsavo da vev da adsavidigezh, en deiz diwezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Martha a lavaraz dezhan: Gouzoud a ran e resussito d’ar resurrection, en deiz diveza. |
Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.
Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.
Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.
Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.
hag e vi eürus dre ma ne c’hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.
Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c’haset, na gollin hini eus ar re en deus roet din, met ma’c’h adsavin anezho a varv d’an deiz diwezhañ.
Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.
hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c’hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh.
Gwragez a adkavas o re varv dre an adsavidigezh, reoù all a voe merzheriet, o nac’hañ an dieubidigezh evit kaout un adsavidigezh welloc’h,