Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc’hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.
Sant Ian 11:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ, met Mari a chomas azezet er gêr. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa glevaz eta Martha e oa Jesus o tond, ez eaz d’he zialben; mes Mari a choume azezet en ti. |
Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc’hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.
Jezuz ne oa ket c’hoazh aet er bourc’h, met e oa el lec’h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ.
Pa zeuas Pêr en ti, Kormeli a yeas a-raok dezhañ hag, ouzh en em deurel d’e dreid, ec’h azeulas anezhañ.
Ac’hane, ar vreudeur o vezañ klevet komz diwar hor penn a zeuas a-raok deomp betek Marc’had-Apiuz hag an Teir-Zavarn. Paol, o welout anezho, a drugarekaas Doue hag a voe kalonekaet.
neuze, ni ar re a vo bev hag a vo chomet, e vimp dilamet asambles ganto er goabrennoù, d’en em gavout gant an Aotrou en aer, hag evel-se e vimp atav gant an Aotrou.