Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 25:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Met war-dro hanternoz e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Hogen var‐dro hanter‐noz, e oe klevet tud o crial: Setu erru ar pried, deuit er meaz da rancontr anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

6 Mæs ardrô creis noz e oé bet cleuet ur voéh é laret: Chetui er prièd é tonnet, quêrhet én arben dehou.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 25:6
24 Referencias Cruzadas  

dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.


Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù gant eeunder.


En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.


Setu perak e rin dit en hevelep doare, Israel. Ha peogwir e rin dit evel-se, bez prest d'en em gavout gant da Zoue, o Israel!


Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all.


Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.


Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc’hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.


Pa zeuio Mab an den en e c’hloar, gant an holl aeled santel, ec’h azezo war dron e c’hloar.


Evel ma talee ar pried, e voredjont holl hag e kouskjont.


Neuze an holl werc’hezed-se a savas hag a fichas o lampoù.


Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo?


mestr ar servijer-se a zeuio en deiz na c’hortoz ket hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar re zifeiz.


Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neñv, d’un arouez roet, da vouezh an arc’hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentañ;


Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.


Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos