Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Sant Ian 11:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Tomaz galvet Didim a lavaras d’an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gantañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Thomas, a c’halver Didimus, a lavaraz d’an diskibien all: Deomp ive ni, evit ma varvimp assambles ganthan. |
Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac’hin ket ac’hanout. Hag an holl ziskibien a lavaras an hevelep tra.
Lavarout a reas dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit ha d’ar prizon ha d’ar marv.
Hag ez eus levenez ganin abalamour deoc’h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d’e gavout.
An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske n’eus ket pell da veinata, hag e tistroez di!
Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c’hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout.
Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n’ouzomp ket pelec’h ez ez, ha penaos e c’hellfemp gouzout an hent?
Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea ha daou all eus e ziskibien a oa asambles.
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.