Sant Ian 10:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac’hanon? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhe: Meur a ober mad em euz great dirazoc’h a‐beurz va Zad; evit pehini anezhe e veinit‐hu ac’hanoun? |
Gwelet em eus ivez pep labour ha pep ijin el labour, n'int nemet gwarizi eus an eil e-keñver egile. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Jeremiaz a lavaras d'ar roue Sedesia: E petra em eus pec'het a-enep dit, a-enep da servijerien hag a-enep ar bobl-mañ, evit va lakaat en toull-bac'h?
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc’h ha ne gredit ket. An oberoù a ran en anv va Zad a ro testeni ac’hanon.
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue.
Met me am eus un testeni brasoc’h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ o-unan a ran, a ro ac’hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c’haset.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,
ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.