Sant Ian 10:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Va Zad en deus o roet din, ha brasoc’h eo eget an holl. Den ne c’hell o lemel eus dorn va Zad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Va Zad, pehini hen deuz ho roet d’in, a zo brassoc’h eged an holl; ha den na hell ho dilemmel euz dorn va Zad. |
Bremañ ec'h anavezan ez eo an AOTROU brasoc'h eget an holl zoueoù, rak pa'z int bet en em savet gant balc'hder, en deus trec'het warno.
Pegen bras eo e sinoù, ha galloudus e vurzhudoù! E ren a zo ur ren peurbadus, e c'halloud a gendalc'ho a oad da oad.
Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.
Klevet hoc’h eus em eus lavaret deoc’h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc’h. Mar karfec’h ac’hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc’h egedon.
Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.
ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.
Disklêriet em eus da anv d’an dud ac’h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec’h eus o roet din, hag o deus miret da c’her.
Pediñ a ran evito. Ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac’h eus roet din, abalamour ma’z int dit.
Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,