Tennet eo bet eus ar wask hag eus ar varnedigezh, met piv a lavaro d'e rummad? Rak lamet eo bet kuit a-ziwar douar ar re vev, skoet eo bet evit drougoberoù va fobl.
Sant Ian 10:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kalz anezhe a lavare: Eun diaoul a zo ganthan, ha n’ema ket en he skiant vad; perag e selaouit‐hu anezhan? |
Tennet eo bet eus ar wask hag eus ar varnedigezh, met piv a lavaro d'e rummad? Rak lamet eo bet kuit a-ziwar douar ar re vev, skoet eo bet evit drougoberoù va fobl.
An AOTROU en deus da lakaet aberzhour e-lec'h Jehojada an aberzhour, evit ma vo ensellerien e ti an AOTROU, evit eveshaat war bep den diskiant a ro profediezhoù, evit e lakaat en toull-bac'h hag en hern,
A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
E vignoned o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.
Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec’h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
Evel ma komze evel-se evit e zifenn, Festuz a lavaras gant ur vouezh kreñv: Kollet ec’h eus da skiant, Paol! Da c’houiziegezh vras a laka ac’hanout da ziskiantañ!