Sant Ian 10:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met an hini a ya dre an nor a zo mesaer an deñved. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes an hini a antre dre an nor eo mesaer an denved. |
Komzoù ar fur a zo evel broudoù, dastumet int en un teskad evel tachoù plantet; roet int bet dre ur mêsaer hepken.
Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.
Hag e voe dalc'het soñj eus an deizioù a wechall, eus Moizez hag eus e bobl: Pelec'h emañ an hini en deus lakaet anezho da bignat eus ar mor gant mesaer e dropell? Pelec'h emañ an hini a lakaas en o c'hreiz e Spered-Santel,
Hag e lakain warno ur mêsaer hepken, a beuro anezho, David va servijer, hag a beuro anezho, hag a vo e-unan o mêsaer.
Eñ eo hag a vo ar peoc'h. Pa zeuio an Asiriad en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hor palezioù, ni a lakaio da sevel en e enep seizh pastor hag eizh priñs eus ar bobl.
Klevet eo ar vêsaerien o huanadiñ, rak distrujet eo o c'haerder; klevet eo al leonedigoù o yudal, rak distrujet eo lorc'h ar Jordan.
Lazhet e vint gant o frenerien hep bezañ kablus. Hag o gwerzherien a lavar: Ra vo benniget an AOTROU, en em binvidikaat a ran. Ha n'int espernet gant nikun eus o mêsaerien.
Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.
Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.
N’eo ket ar pezh a ya er genoù a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù eo a hudura an den.
Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, me eo dor an deñved.
Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.
Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.
Da lezet em eus e Kreta evit ma’c’h urzhiati ar pezh a chom da reizhañ ha ma tiazezi henaourien e pep kêr, hervez ma em eus gourc’hemennet dit,
An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,
Rak bez’ e oac’h evel deñved dianket, met bremañ ez oc’h distroet da vesaer ha diwaller hoc’h eneoù.
mister ar seizh steredenn ac’h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac’h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.