Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 11:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Lazhet e vint gant o frenerien hep bezañ kablus. Hag o gwerzherien a lavar: Ra vo benniget an AOTROU, en em binvidikaat a ran. Ha n'int espernet gant nikun eus o mêsaerien.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 11:5
27 Referencias Cruzadas  

Un intañvez, a-douez gwragez mibien ar brofeded, a grias da Elizea o lavarout: Da servijer va gwaz a zo marv, ha gouzout a rez penaos e touje da servijer an AOTROU. Hag ar c'hredour a zo deuet da gemer va daou vugel, evit ma vint sklaved.


Hag e lavaris dezho: Dasprenet hon eus, hervez hor galloud, hor breudeur Yuzev a oa bet gwerzhet d'ar broadoù, ha c'hwi a werzhfe hoc'h-unan ho preudeur? Ha deomp-ni e vefent gwerzhet? Hag e tavjont, ne ouezjont mui petra lavarout.


Israel a oa un dra santel d'an AOTROU, bez' e oa frouezh kentañ e leve. An holl re a zebre dioutañ a oa kablus, an droug a gouezhe warno, eme an AOTROU.


An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec'het a-enep an AOTROU, chomlec'h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperañs o zadoù.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh ar vêsaerien-se, hag ec'h adc'houlennin va deñved digant o daouarn, hag e harzin outo a beuriñ an deñved, ha n'en em beurint ken o-unan. Hag e tieubin va deñved eus o genoù, ha ne vint ken ur boued evito.


Peogwir hoc'h eus bountet gant kostez ha skoaz, hag o deus skoet dre ho kerniel war an holl re zinerzh, betek kas anezho er-maez,


Va deñved a zo bet o kantreal war an holl venezioù ha war an holl grec'hioù, va deñved a zo bet stlabezet war holl c'horre an douar, ha n'eus bet den o klask pe o kerc'hat anezho.


Efraim a zo ur marc’hadour en deus balañsoù faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhañ touellañ.


Ha lavaret en deus Efraim: Ya, deuet on da vezañ pinvidik, prenet em eus traoù prizius, em holl labourioù ne vo kavet direizhder ebet, netra hag a vefe ur pec'hed.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Israel, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwerzhet an hini reizh evit arc'hant, hag an hini paour evit ur re votoù-lêr.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini na ya ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec’h all, a zo ul laer hag ur brigant.


Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


kinamom, louzoù-frondus, c’hwezhioù-mat, ezañs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deñved, kezeg, kirri, korfoù hag eneoù tud.


Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne’m eus ezhomm a netra, ha n’anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos